Kontelezh Holland

Skoed-ardamez konted Holland
Douaroù kontelezh Holland war-dro ar bloavezh 1350.

Kontelezh Holland a oa ur gontelezh eus an Impalaeriezh Santel Roman en em astenne el lec’h m’emañ bremañ proviñsoù Noord-Holland ha Zuid-Holland, hep an inizi zo e deltaioù ar Roen hag ar Meuse ha gant lod enezennoù en hanternoz, evel Skylge, Flylân Urk, Schokland. Evit melestradur an iliz e oa stag douaroù kontelezh Holland ouzh eskopti Utrecht.

E dibenn mare impalaeriezh Karl Veur e veze graet “Frisia” eus an dachenn en em astenne en arvor Mor an Hanternoz, m’emañ hiziv proviñsoù Friz, Noord-Holland, Zuid-Holland. En IXvet kantved e oa un den anvet Dirk I av Holland pe Durk I fan Hollân e penn ar dachenn vras-se ha douaroù a resevas digant ar roue frank Charlez III. Galloud e ziskennidi a yeas war-gresk tamm-ha-tamm ha bec’h a voe meurik a wech etre ar gonted-se hag an impalaer e penn an Impalaeriezh santel roman. Da vare ar gonted Floris Iañ ha Dirk V, en XIvet kantved, e tilec’hias kreiz ar gontelezh war-zu ar mervent, er c’hornôg d’ar Vlie, er pezh zo Holland bremañ. Er Grennamzer e kreskas tachenn konted Holland dre ma veze gounezet douaroù nevez war-goust geunioù ha tachennoù dourek el lodenn-se eus arvor Mor an Hanternoz.

Adalek 1299, pa oa Jan II av Holland e penn ar gontelezh, ha betek 1581 e voe emglevioù etre kontelezhioù Holland, Hainaut, Zeeland ha West-Friesland (al lodenn eus Friz a oa er c’hornôg d’ar Vlie, hogen poblet gant Friziz en amzer-hont). A-wechoù e veze graet anv eus kontelezh Holland ha West-Friesland, daoust ha ma oa diaes an darempred etre tud Holland ha frizegerien West-Friesland.

En Impalaeriezh Santel Roman e oa kontelezh Holland. E 1346 e voe staget ouzh tiegezh Bavaria. Chom a reas evel-se betek 1428, pa dremenas dindan Dugelezh Bourgogn. Dindan ren an impalaer Karl V e oa unan eus Seitek Proviñs an Izelvroioù.

E 1581 e voe embannet dizalc’hiezh Izelvroioù an Hanternoz diouzh rouantelezh Spagn, dre ur skrid-embann anvet Plakkaat van Verlatinghe e nederlandeg. Graet e voe Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz ouzh ar Spagnoled ha c’hoariet e voe ur roll a bouez gant Holland er stourm-se. Ur wech gounezet o dizalc’hiezh gant sinerien Unaniezh Utrecht e kendalc’has Holland da gaout ur plas bras e republik nevez ar Proviñsoù-Unanet.


Developed by StudentB